| Brief Description: |
From the Jacket
Istor troio-kaer Bilbo Sac'heg eo An Hobbit. Dre heulia gwenodenn ar c'hantread uvel-se e teskot (evel ma reas) - mar ne anavit ket pep tra a-zivout an trao-se c'hoazh - kalz diwar-benn trolled, gobilined, korrien, hag elfed, hag un nebeud alberzo ho po eus istor ur mare zo bet gwalleget daoust dezha bout pouezus. Rak gweladenni meur a zen dispar a reas an ao. Bilbo Sac'heg, toulla kaoz gant an aerouant, Smaug Hollgaer, ha bezant e voe, kentoc'h amyoulek, en Emgann ar Pemp Lu. Ha dreist pep tra all eo kement-se, pa oa un hobbit anezha. An danevell-ma, zo diazezet war e gounlevr-e, a roio deoc'h un daolenn resis a-walc'h eus an dud espar-se, zo o vont war rouesaat (war a lavarer). Ne blij ket an trouz dezho.
Tolkien, J.R.R. |